Sal ar Gambr-lid

An ti e Jeruzalem a vez diskouezet evel cenaculum Jezuz.

Sal ar Gambr-lid eo anv ar "sal uhel" war Menez Sion, e Jeruzalem, ma lavarer e lidas Jezuz e goan diwezhañ gant e ebestel ha ma savas Sakramant an Aoter, a-raok bezañ lakaet d'ar marv war ar groaz.

El lec'h-se ivez en em vodas an ebestel goude Pask, hervez Aviel Yann, ha m'edo bodet an diskibien hag ar Werc’hez Vari da zeiz ar Pantekost hervez Oberoù an Ebestel.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy